Bac’het en ti

An abadenn nevez gant skipailh Radio Kerne ha Radio Naoned, Bac’het en ti, abadenn ar c’henfinañ, hag Adkroget ganti, anv nevez an abadenn adalek an 11 a viz Mae.

Serret eo studioioù Radio Kerne ha Radio Naoned met dalc’het hon eus da eskemm etrezomp dre Skype ha Discord, eskemmet hon ‘neus kantadoù a jifoù hag omp en em aozet evit gellet adober un abadenn pemdeziek, pep hini deus e du gant an dafar a c’hellemp staliañ er gêr. Kalite ar son ne vo ket ken uhel anat deoc’h met a-drugarez d’an teknologiezhioù hiniennel a zo a galite uheloc’h uhelañ e c’hellimp kinnig deoc’h atersadennoù, kronikennoù ha titouroù a-bep seurt en hantereurvezh abadenn-mañ.

Adkroget ganti #24

podkast

Adkroget ganti #24

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
An abadenn ziwezhañ a vo hiziv !

Didier Goubil ha Jean-Noël Ballot a glevimp da zigentañ evit safaret deus ar brini-tour. Anna-Vari Chapalan ha Maryse Colin a vo ouzh mikro Tunvezh Wloegen, evit safaret deus an dilennadegoù-kêr e Kemper.

Kronikennoù gant Morgane Bramoullé ha Laetitia Fitamant.

Keleier gant Neven Penneg.


Pellgargañ an abadenn

Adkroget ganti #22

Adkroget ganti, an abadenn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.

Mark Kerrain diwar-benn al levrioù nevez embannet e brezhoneg gant Sav-Heol.
Eric Bainvel diwar-benn ar strollad politikel nevez deus an tu kleiz dizalc’hour, War-sav
Nolwenn Ilias diwar-benn leñvadennoù ar babigoù.
Laetitia Fitamant : produiñ tredan er parkeier

Keleier gant Neven Penneg

Pellgargañ an abadenn