Ar skipailh

C’hwec’h implijad a labour leun-amzer evit Radio Kerne ha unan evit ar rouedad radioioù “Brudañ ha Skignañ”. Grit anaoudegezh gante !

Lou Millour

Jongliñ gant an implijoù amzer, ar bruderezh, ar c’henlabourerien, an abadennoù a youl vat, ar skoazellerien, ur c’hoari aes evit hor renerez !

 

Laëtitia Fitamant

Klevet a rit mouezh flour Laëtitia dibaoe pell bremañ. Goût a ra deus pep tra, animañ, mont war an dachenn, fardañ kronikoù dibar… Arbennig eo gant Internet, furchal a ra a-gleiz hag a-zehoù a benn diskoachañ keleier diroll ar bed o treiñ. Tro ‘po da glevout anezhi o luskañ an abadenn Re Bell Ganti.

 

 equipe-gaelGael Hélary

Ne vez ket klevet war ar gwagennoù… Labourat a ra kuzh ha didrouz met a-drugarez dezhañ ‘vez sonerezh dispar hag a bep seurt : kelc’hgeriadur ar radio an hini eo, souezhet bras ‘vezomp bemdez gantañ… Lâret a raio deoc’h n’eo ket aes plijout d’an holl gant ar sonerezh ho peus dibabet. Hemañ a garfe a-walc’h chom eurvezhioù-pad o tibab sonerezh, trankil en e gorn mes atav ‘vez galvet ar paourkaezh evit a bep seurt abegoù:

– Gael, an teknik a ya a-dreuz !

– Gael, sac’het eo ma urzhiataer!

– Gael, n’ouzon ket ober…

Setu hep hon teknikour muiañ karet, Radio Kerne ebet !

Morgane Bramoullé

Plac’h an internet eo Morgane ha renerez ar programmoù. Ganti ‘vez bouetet ingal hol lec’hienn, hor c’hont Twitter… hag all. Met kavout a ra amzer memes tra evit ober war dro programmoù Radio Kerne, mont war an dachenn, kinnig Re Bell Ganti asambles gant Laetitia hag enrollañ un nebeut kronikoù, feminist, lennegel pe c’hoazh skiantel.

 

 

DSCN0662

Benjamin Bouard

Paotr Breizh Uhel eo Benjamin met ken sot eo gant ar brezhoneg ken eo deuet da labourat er vro ! Un abadenn An Divskouarn o Nijal a ginnig bep sizhun koulz ha Deomp Dezhi, abadenn ar vugale. Div wech ar sizhun e teu da reiñ sikour da Laetitia evit Re Bell Ganti. Div wech ar sizhun e vez kinniget abadenn ar mintin gantañ ivez, Tarzh an Deiz.

 

DSCN0696Tunvezh Vloaguen-Grandjean

Tunvezh, plac’h ar vro vigouden ha brezhoneg livet ganti ! Klevout a reoc’h he mouezh flour abred deus ar mintin en abadenn Tarzh an Deiz hag oc’h atersiñ tud eus ar vro en Divskouarn o Nijal. Kenanimañ a ra an abadenn Deomp dezhi ivez. Bourrus ‘kavoc’h ho amzer ganti ! Katell Uguen a zo Perzh eo eus skipailh kazetennerien Brudañ ha Skignañ a ginnig deoc’h bemdez keleier fresk gant sonioù eus Breizh a-bezh. Klevout a reoc’h he mouezh flour abred deus ar mintin en abadenn Tarzh an Deiz, goude merenn e Re Bell Ganti hag oc’h atersiñ tud eus ar vro en Divskouarn o Nijal.

 

Comments are closed