BREST GFC AJACCIO DIGWENER 20e15

Stade Brest- Gazelec Aiacciù ‘vo match diwezhañ ar Vretoned ‘vit ar bloavezh ha ‘ni pouezhusañ. Dav ‘vo dezho bout trec’h kousto pe gousto war ar gorsiz ‘vit kaout ur chañs da bignat e lig 1… Bet eo Brest e penn kentañ ar renkadur Lig 2 ‘pad un hanter eus ar c’hampionad ha diaesoc’h eo dezho gounit matchoù abaoe un nebeut sizhinvezhioù ‘se ‘zo kaoz int rediet da c’hounit ‘vit en em gavout e touez an tri skipailh kentañ eus ar c’hampionad! Displeget ‘vo ar c’hrogad a-bouez ‘mañ, Brest-Aiacciù, war eeun eus stad Francis-le-Blé gant Gael Helary hag Erwan Blanchard adalek 8e15 war Radio Kerne, Arvorig FM, RKB ha Radiobreizh.bzh.

 

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.