Ar brezel diwezhañ e Bro Gerne

9 a viz Eost 1944 e Kemper – Dielloù kêr Kemper

Ar bloaz-mañ emaomp ar bloavezh 2019. Pevar-ugent vloaz ‘zo neuze e oa deklaret ar brezel. Ar « brezel diwezhañ » e-giz ma vez graet deusoutañ e brezhoneg. E-doug c’hwec’h vloaz e oa bet an Almañted, ar Frañsizien, ar Saozon, an Amerikaned, ar Russed, ar Boloneed ha lod all c’hoazh oc’h en em gannañ an eil re gant ar re all. E-doug c’hwec’h vloaz e oa bet lazhet tro tri-ugent milion a dud war an tamm douar-mañ. Kêrioù ‘zo a oa bet distrujet penn-da-benn. Freuzet e oa bet ar pontoù, an heñchoù, an uzinoù, ar perzhier. Tregont milion a dud o doa ranket kuitaad o bro ha n’int ket deuet morse en-dro. N’eus ket bet par d’ar brezel-mañ morse e-pad an Istor Vras.

Benjamin Bouard a zo oc’h en em gavet asambles gant un ugent den deus Bro-Gerne, evito da gontañ deomp ar pezh o doa bevet e-pad ar brezel. Kalz traoù a vo da glevet : an « Okupasion », ar Resistañs, ar vuhez pemdez d’ar mare-se, ar bombardamanchoù, an STO pe c’hoazh an diportiñ…

Skignet bep Sul da 11e ha bep Meurzh da 7e noz.

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #6 Arruet eo an Amerikaned

podkast

Merc’hed touzet e Roazhon e fin ar brezel (https://kristianhamon.blogspot.com)

En em gavet eo an Amerikaned ! D’ar c’hwec’h a vij-Even 1944 ‘oant debarket e Normañdi ! Pront goude-se ‘oa bet liberet Breizh neuze, e miz-Eost. Met bec’h a oa bet er vro c’hoazh ! Ne faote ket d’an Almañted mont kuit ha meur a wech o doa ranket ar Rezistañted en em gannañ ganto ivez. Ha lod deuzouto ne oant ket aet kuit ‘met e penn diwezhañ ar brezel zoken, e miz-Mae 1945, e-giz en Oriant. Dont a ra ar brizonerien en-dro hag asambles gant an dra-se ‘oa komañset da “buraat” ar vro en-dro …


Pellgargañ an abadenn

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #5 Labourat asambles gant an Almañted ?

podkast

Tud yaouank deus ar Bezen Perrot en Alamagn (kristianhamon.blogspot.com)

Forzh peseurt bro ‘vefe ‘oa bet tud a oa bet o labourat asambles gant an Almañted e-doug ar brezel, e Breizh e-giz er broioù all. Lod, lakeomp a zisklêrie ar Resistañted a oa kuzhet er vro. Met lod all a oa bet pelloc’h c’hoazh, e-giz tud ar Milis pe re all ar Bezen Perrot. Nasionalisted breton a oa bet o labourat asambles gant an Almañted ivez, e Berlin ‘oa bet ur gouarnamant breton en harlu memes.


Pellgargañ an abadenn

Ar brezel diwezhañ e Bro-Gerne #4 An STO, ar bombardamanchoù ha deportiñ ar Juifed

podkast

Ur skritell evit an STO

Bloavezh 1942. Okupet eo Breizh gant an Almañted. Med mont a ra fall an traoù evito etramek ar reter : n’int ket deuet a-benn da vezañ trec’h d’an URSS ha neuze tout ar baotred yaouank a zo bet kaset d’en em gannañ. Ne chom ket labourerien a-walc’h en uzinoù ha setu ‘oa graet o soñj gant an Almañted da gas labourerien all da gemer o flas. An STO ‘oa bet graet deus an dra-mañ : Service du Travail Obligatoire.

Asambles gant an dra-mañ ‘oa komañset an Trede Reich da zeportiñ ar Juifed. E Breizh amañ-giz ne oant ket kalz a-raok ar brezel, met lod a oa bet oc’h en em guzhañ er vro. Stert ‘oa ar vuhez amañ koulskoude hag ouzhpenn ‘veze bombardet ar vro ingal-tre gant an Amerikaned hag an Añglichen.


Pellgargañ an abadenn