Atersadennoù

microWar an dachenn en un ti-feurm pe ur mirdi arz a-vremañ, er studio gant arbennigourien war ar politikerezh pe ur paotr yaouank kampion surf, setu ur renabl eus an atersadennoù kaset da benn gant Benjamin Bouard, Morgane Bramoullé, Laetitia Fitamant, Tunvezh Gloaguen-Grandjean ha Metig Vakez-Vargas. Da selaou, selaou en-dro ha podkastiñ !

Choose

Pad pell eo bet klevet mouezh Brieg Moal war gwagennoù Radio Kerne dre m’eo bet animatour Tarzh an Deiz betek 2 vloaz zo ! Chañjet micher gantañ dibaoe met darlc’het ‘neus gant ar sonerezh ! Dibaoe un nebeut mizioù en deus savet un daoued anvet Choose asambles gant e gomper Erwan Leroux.
Choose zo ‘perzh deus taol lañs Ouest France, L’ampli ! Botit evito amañ hag e c’hellit heuliañ an daouad war o fajenn facebook

Entrendanse : deskiñ dre an dañs

podkast

Etre an 13 hag ar 16 deus miz Even oa aozet e sal arvestoù an Athena en Erge Vraz, ur festival dañs. Abadennoù savet gant skolidi eo a vez kavet e Entrendance. An 19vet bloavez eo zo deus ar festival-se. Clotilde Grandjean a zo skolaerez e skol publik Nevez, e kichen Konk Kerne.
Kemeret he doa perzh un nebeut gwezhioù dija er festival, gant ar c’hlasoù he deus bet en karg. Ar bloaz-mañ he deus labouret gant bugale he c’hlasad CE1-CE2 un arvest war demm Chagall, en liamm gant an diskouezadeg savet war e benn e Landerne. Ganti e vo gouezet deus petra vez degaset gant implij an dañs evit ar vugale er skol. Emañ-hi deus mikro Tunvezh Wloagen.

Tra-walc’h gant an atantoù-uzin er Vro Vigouden !

podkast

Manifestadeg enep d’an atantoù-uzin er vro Vigouden.

E miz Ebrel oa bet ur c’hant hanter-kant den bennak o vale war roudoù Pêr Jakez Helias e Pouldreuzic, evit sevel o mouezh enep d’ar sevel moc’h industriel. Fuloret int : an « SARL de la Vallée », hag a sav 10 000 moc’h e Plovan, a c’houlenn mont betek 18 000. Kalz brasoc’h eo dija eget ar geidenn : 1 200 moc’h a vez produet bep bloaz er stalioù vreton. Met dreist d’ar ment, emañ an dud en o malloz peogwir o deus ar sañtimant ne ra vern ar pezh vez soñjet ganto : goude un enklask foran kentañ, oa bet nac’het ar raktres brasaat gant ar gomiserez enklask, e 2016. Neuze ‘zo bet digoret un eil enklask. Aon o deus an enebourien e vefe bet dibabet ar gomiserez nevez peogwir he defe hi un ali pozitivel.

André Kerdranvat a zo ezel deus ar gevredigezh CAFUB (Collectif pour une Alternative aux Fermes Usines en Bigoudénie). Displegiñ a ra da Dunvezh Wloagen perag en eus kemeret perzh en dro-bale.

Gelveneg : saret kreizenn sevenadurel ar Malamok

podkast

Kreizenn zevenadurel ar Malamok er Gelveneg a zo saret da vat. N’eus den o vont da labouriñ eno mui ken, ne vo strollad braz ebet mui da zont da seniñ war al leurenn, na ne vo degemeret bugale ar gumunioù tro war dro e pad an vakañsoù. Goude bezañ kollet kalz a argant dindan ur bloavez, e oa ar gevredigezh en soñj adsevel ar c’hontoù. Asantet oa bet gant Kef ar Goproù Tiegezh (pe ar C’hAF) da brestiñ dezho argant evit netra. Padal o deus nac’het tier kêr ar Gelveneg ha Ploeur da blantañ argant er raktres en dro. E dibennfreuz emañ bet lakaet kevredigezh ar Malamok neuze.

E miz Ebrel e oa Tunvezh Wloagen gant Kel ar Roue, ezel deus strollad brezhonegerien ar Gelveneg. Ar gevredigezh a aoze he emgavioù sizhunvezhiek er greizenn. Displegiñ a rae petra oa ar Malamok.

E fin miz Mae e oa echu gant ar Malamok. Aet voemp da welet Yann-Fulub Dupuis, leurenner c’hoariva, hag a oa bet degemeret gant ar Malamok evit sevel e vezhienn c’hoari ziwezhañ gant e strollad Tro-Didro. Chom a rae hep sal evit pleustriñ.

Nyansapo festival : hag e hell tud du bezañ gouennelour ?

podkast

Ur festival afrofeminist tamalet dezhañ bezañ gouennelour. E fin miz gouere vo dalc’het e Paris an Nyansapo festival, e bal kemer an amzer d’an em aozañ evit stourmiñ enep d’ar gwaskoù lakaet war ar maouezed du. Kaset vo eno atalieroù prevezet da vezañ digemmesk, pe “non-mixte”. Un doare d’ober a zo disgustumm evit kalz, hag en eus lakaet un tabut braz da ziwaniñ er vro a-bezh. Tamalet zo bet da aozerien ar festival bezañ gouennelourien enep an dud wenn. Ur sizhunvezh ‘zo eo deuet da vezañ un arguzenn da vêrez Paris, Anne Hidalgo, evit nullañ ar festival. Penaos eo diwanet an tabut diskiant-se, ha petra eo un atalier nann-mesket ? Setu ar goulennoù a vo respontet dezho gant Camille Argoualc’h. Camille a zo ezel deus ar strollad feminist breizhad « Gast! ». Aterset eo bet gant Tunvezh Wloagen-Grandjean.