Loc’het eo an Tro Breiz

podkastp2015_0802_028Loc’het eo an Tro Breiz deus Kemper ar mintin mañ. Goude an oferenn eo aet 1500 pic’hirin deus Iliz Veur Sant Kaourintin war zu Kastell Paol evit an tennad e Penn ar Bed. Ar pic’hirinaj evit enoriñ ar 7 sant a Vreizh a ra berzh bep bloaz ha se dibaoe ar grenn-amzer. A-benn bloaz e vo fin d’an Tro Breiz-mañ, p’eo loc’het deus Landreger e 2011 hag e ranker ober 7 vloaz evit kas ar 600 kilometr. Katell Uguen he deus heuliet al loc’hañ ar mintin-mañ e Kemper.

Festivalioù ha gouelioù miz Gouere

podkastVieilles-CharruesE Breizh e c’heller lâr ez eus ur gouel bep sizhun e pep korn ar vro. Dibabet ‘neus Benjamin da ginnig anezho deomp, eus an Erer Kozh da Festival Sinema Douarnenez hep disoñjal Fest an Eog, gouzout a ouzit pep tra war festivalioù an hañv ‘b’ar vro !

 

1.

 

2.

 

3.

 

4.