Cesaroù 2020 : sell’ a ra ouzhomp

Capture Canal +

Adèle Haenel, Aïssa Maïga, ar cesaroù 2020 : sellet a ra ouzhomp-ni holl.

Adèle Haenel ‘neus komzet uhel, n’eo ket bet klevet.
Aet eo kuit en ur huchal. Daoust hag e vo klevet ar wech-mañ ?

Daoust hag e cheñchimp holl hon emzalc’h deomp-ni ? Ha talvoudus e teuio da vezañ buhez hag anterinded ar maouezed, ar vugale, ar minorelezhioù pe e chomo pouezusoc’h aezamant ar wazed ?

 

Éclats de Femmes

podkastaffichesaskiabdBep 8 a viz Meurzh e vez lidet Devezh Etrebroadel Giwrioù ar Merc’hed. Manifestadegoù, prezegennoù ha tabutoù ‘vez aozet e pep lec’h evit lakaat war wel ar stourmoù a chom da gas da benn evit an ingalded. Un digarez eo ivez evit meur a c’hevredigezh da ziskouezh an oberezhioù graet gant ar merc’hed pe gouestlet d’ar merc’hed. Dres ‘pezh ‘vez kinniget gant Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Bep Meurzh e kinnig ar gevredigezh ur festival, Eclats de Femmes e anv. Filmoù ha darvoudoù a bep seurt a vo e kêr ar Pennoù Sardin. Muioc’h a ditouroù gant Solenn Caroff, perzh eus an aozañ, ouzh mikro Tunvezh Vloaguen-Grandjean