Emañ Radio Kerne o tuta ! Post leun-amzer

Skoazeller-ez melestradurel

Post leun amzer 35e/sizhun, e CDD pe CDI. Lec’hiet e Ploneiz e Radio Kerne.
Danvez al labour : Sikour ar genrenerien-ezed d’ober war-dro melestradur pemdeziek ar radio.
Dindan aotroniezh ar CA hag ar rener melestradurel.

Melestradurezh liammet gant ar c’hoskor :
Kontradoù labour, goproù, ezvezañsoù, frejoù hent ha tikiji boued
Liamm gant ar c’hefoù sokial : asurañs dre skodenn, kefoù al leve, medisinerezh al labour
Stummadur an implijidi : lakaat e pleustr ar steuñv stummañ savet gant ar rener (liamm gant an OPCO…)

Melestradur liammet gant ar c’hontoù hag ar c’hlask argant :
Paeañ fakturennoù, heuliañ an enkefiadennoù, renkañ ar pezhioù bank da reiñ d’ar stal gontouriezh
Labourat war klozadur ar c’hontoù asambles gant ar stal gontouriezh
Bezañ e darempred gant an aozaduroù SACEM, SPRE, SAUR, Ti Ker

Sikour ar renerien war ar c’hlask argant :
Bezañ war evezh war ar galvoù raktresoù, sikour da sevel an teuliadoù goulenn yalc’had, klask hentoù nevez da arc’hantaouiñ ar radio

Sikour war ar c’hehentiñ :
Sikour kehentiñ diavaez ar radio, emvodoù kelaouiñ, rouedadoù sokial, hag all.

Doare den :
Brezhoneger-ez.
Anaoudegezh eus ar bed kevredigezhel
Gouzout eus ar merañ melestradurel
Anaoudegezh war ar c’hoskor, ar gontouriezh hag ar sevel budjedoù.
Mestroniañ ar stlenneg, dre red – Labour a bell gant Radio Naoned
Bezañ aozet mat ha kurius. Gouest da gemer intrudu ha labourat war ar prim a wezhoù.
Bezañ plijet o labourat en ur skipailh met bezañ emren en (h)e labour.

Da gomañs an abretañ ar gwellañ e miz mae 2021
CV ha Lizher da gas araok an 3 a viz Mae
d’ar renerez Lou Millour : lou@radiokerne.com ha d’ar prezidant Jean-Yves Kervareg : amjy.bzh@gmail.com

Sonerezh metal war-eeun digwener !

Kinniget gant Gael Helary war-eeun deus an Novomax :

NOZVEZH AL’LOAR GANN war Radio Kerne

MÖHRKVLTH | black metal | Bzh

ha

BRIEG GUERVENO | rock | Bzh

Adal’ 9e noz en Novomax ha 9e15 war Radio Kerne