Lâret ‘vez

podkastglav« Lâret ‘vez e vez glav ingal e Breizh », « Lâret ‘vez eo yen-sklas ar mor e Breizh »… Kement a rakvarnoù a zo warnomp ha war hor bro ken e oa poent da Gatell Uguen lakaat he fri ‘barzh an afer. Bet eo ar gazetennerez da glask dirouestlañ kevrinoù ar vartezeadennoù a vez lakaet war chouk ar Vretoned. An disoc’h ? Ur gronikenn bemdez, deoc’h da c’houzout pelloc’h diwar ar rakvarnoù.
Kinniget eo ar gronikenn-mañ gant harp al levr « On dit que, en Bretagne… 100 idées reçues » gant Jean-Christophe Collet, embannet e ti Ouest-France.