Category: Pobloù
Ar “Bungi Creole”

Manitoba
E Stad Manitoba (Kanada) e vez preget ur c’hreoleg drol a-walc’h c’hoazh. “Bungi Creole” a vez graet deusoutañ e saozneg. Diwar ar saozneg eo bet savet ha koulskoude e vez kavet ur bern komzoù a zeu eus yezhoù an Amerindianed du-hont, eus saozneg Bro-Skos ivez koulz hag eus ar skoteg hag ar gouezeleg !
Sant Padrig ha Korriganed Iwerzhon

Ur c’horrigan eus Iwerzhon ?
Gouel Sant Padrig a oa bet lidet un nebeut sizhunvezhioù ‘zo bremañ. Koulskoude ‘zo lod a zo savet a-enep ar gouel-mañ war Internet. ‘Blam da betra ? ‘Blam ‘nefe Padrig lazhet … Korriganed Iwerzhon !
An hebraeg modern

Lizherennoù an hebraeg
Peuzvarv ‘oa an hebraeg ur c’hantved ‘zo. Ne veze ket implijet ‘met evit al lidoù hag ar pedennoù ken. Yezhoù all a veze safaret gant ar Yuzevien ivez neuze : yezh ar vro e-lec’h ‘oant o chom pe langajoù a vez graet “yuzev” deusouto, e-giz ar yiddish. E 1948, a-benn ‘oa adsavet Bro-Israel, ‘oa deuet an hebraeg da vezañ yezh ofisiel. Petra zo digouezhet ?