Santig an Deiz

santigpodkastHervezh ar vojenn e vefe seizh mil eizh kant seizh sant ha daou-ugent e Breizh, da lavaret eo 7 847. Darn anezho zo bet kanonizet gant an iliz katolek evel Sant Erwan da skouer met darn vrasañ anezho zo bet anvet da sant gant ar bobl. Dizoloit buhez ar sent e Breizh eus ar re vrudetañ d’ar re undergroundañ. Penaos meskañ istor, mojennoù ha fent ? Selaouit ouzh Santig an Deiz gant Erwan Hupel da gentañ ha gant Lou Millour da heul.