Adkroget ganti #9

Gant : Dominique Merrien, Gilles Pennec, Jean-Paul Kerdranvat, Liza Jakez-Vargas

Dominique Merrien, eus ar gevredigezh Loar Gann, en deus roet e sav-poent war embregerezh Elon Musk, SpaceX. Pa grog ar prevez da gemer plas ar stadoù evit beajiñ en egor… Ur sujed gant Tunvezh Vloaguen-Granjean.
E miz meurzh e teue e-maez ‘Koktail ar vuhez’, un dastumad danevelloù gant Gilles Pennec. Bremañ pa c’heller fiñval muioc’h a stal da stal, kit da gaout ho kwerzher levrioù muiañ-karet d’an daoulamm!
Jean-Paul Kerdranvat zo bet miliner evel e dad hag e dad-kozh. Un tañva eus an ‘Divskouarn o Nijal’ a vo kinniget gant Benjamin Bouard disul ha dimeurzh da 12e00 ha da 18e00. Un abadenn a c’heller kaout e podkast dija.
Penaos e c’hoarier gant ar ger ‘biz’ e brezhoneg? Selaouit Liza Jakez-Vargas.
Ha pladañ-dibladañ ‘vo graet gant an albatrosed : gante e c’heller diskoachañ ar besketourien e-maez lezenn.

Pellgargañ an abadenn

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.