Emañ ar Sened o klask mestroniañ frankizoù ar skiantourien

podkast

poltred gant Katerina Holmes

Padal e oa ar Sened o studiañ al lezenn da brogrammiñ an enklask e fin miz Hezhrev, zo bet degaset un amandamant ganto hag a dremen fall e mesk an enklaskerien-ezed. Rediañ a ra an enklask skol-veuriek da embann disoc’hoù e labour deus talvoudoù ar Republik. Un doare da dreiñ an traoù hag a lak da grediñ e vez klasket mestroniañ an enklask gant ar gouarnamant. Melanie Jouitteau a zo enklaskerez hi he-unan. Bez e oa deus mikro Laetitia Fitamant daou zevezh a-raog ma vefe votet an amandamant.

Pellgargañ an atersadenn

Ober hep Amazon ?

Bernez Rest

Ur c’hresk eksponantel a zo gant ar stal Amazon e bro C’hall, hag emañ stal Jeff Bezos o paouez prenan douaroù e Brieg, e kichen Kemper a-benn sevel ur greizenn degasadennoù. Rannet eo an dud e Kerne Izel war sujed Amazon. Da gompren un tammig gwelloc’h petra zo da c’hortoz deus ar stal, ha da gontañ domp penaos e vez kaset an eskemmoù etre an dilennidi lec’hel ha pennoù braz ar stal, e vo klevet un nebeut tud en abadenn-mañ, dilennidi ha stourmerien.

Uisant Kreker a zo dilennad ar muian niver nevez e kuzul kêr Kemper, bez-prezidant en karg deus an demokratelezh. Aterset eo eñ gant Erwan Blanchard.

Marc Andro a zo kuzulier kêr Kemper ivez, hag eñ bez-prezidant ar gumuniezh kumunioù en karg deus Dedenn an Tiriad ha deus al Lusk e Kerne.

Bernez Rest a oa war ul listennad enep en dilennadegoù, ul listennad ekologour kaset gant Martine Petit.

Hag e vo klevet c’hoazh tud bet vanifestiñ e Brieg a enep ar raktres.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

 

 

 

 

 

Pellgargañ an abadenn

Malapascua hag efedoù drastus an douristelezh

podkast

Enez Malapascua

Malapascua a zo un enezenn e bro Filipina. Yuna Puech a zo bet o labourat eno evit ar gevredigezh “People and the Sea”, a zifenn endro ar mor ha live buhez an dud war an enezenn.

Lakaet vo ar gaoz ganomp ivez war an douristelezh hag he efedoù, ha penaos e klask “People and the Sea” mont war zu un douristelezh padusoc’h.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean


Pellgargiñ an abadenn