Brav ha bev, ar gronikenn evit ober anaoudegezh gant ar biologiezh hag ar skiantoù, asambles gant Ewen Korr !
Category: Brav ha bev
Ar merien

Ar merien (Foto © Michael Mangan & Hugh Pastoll)
Ar merien kentañ a c’hallfe bezañ deuet war an Douar muioc’h evit 100 milion bloaz ‘zo hag abaoe o deus koloniset tout an douaroù kazimant. Ha goût a ouzoc’h pegement a verien zo ? Ur miliard a viliardoù ! Ewen Korr zo ‘vont da lâret deomp pegen souezhus eo an amprevaned-se.
Ar morgizhier

Ar morgizhier
Meur a anv a vez roet d’ar “pieuvre” e brezhoneg : morgazh, poch-an-toer, soavenn … Met partout int memes-mod : ur c’horf gwak hag eizh brec’h zo dezho ! Hag Ewen Korr an hini eo zo ‘vont da safaret deomp deuzouto bremañ.
An ornitorinked

An ornitorinked
N’eus ket loen ebet neblec’h ebet ken droll evel an ornitorink marteze : ul loen bronneg eo, met dozviñ a ra vioù ! Lost ur c’hastor zo dezhañ, met ur beg-houarn en deus ivez ! Ha traoù all zo c’hoazh ! Ewen Korr zo ‘vont da gontañ deomp pegen souezhus eo al loen-mañ.