War-eeun eus festivalioù ar vro gant skipailh Radio Kerne !
Category: D’ar seizh avel
Cesaroù 2020 : sell’ a ra ouzhomp

Capture Canal +
Adèle Haenel, Aïssa Maïga, ar cesaroù 2020 : sellet a ra ouzhomp-ni holl.
Adèle Haenel ‘neus komzet uhel, n’eo ket bet klevet.
Aet eo kuit en ur huchal. Daoust hag e vo klevet ar wech-mañ ?
Daoust hag e cheñchimp holl hon emzalc’h deomp-ni ? Ha talvoudus e teuio da vezañ buhez hag anterinded ar maouezed, ar vugale, ar minorelezhioù pe e chomo pouezusoc’h aezamant ar wazed ?
Stad al labourerezh douar hiziv an deiz
Stad al labourerezh douar hiziv an deiz (bio, ‘conventionnelle’, FNSEA, Kengevread ar beizanted…), diskouachet gant :
Charlotte Kerglonou, saverez saout laezh, kengevread ar beizanted,
Didier Goubil, saver yer, dilennet e kambr al labour douar Penn ar Bed, FDSEA,
Louis-Pierre Le Cras, saver saout laezh, Kengevread ar beizanted,
Jean Bihan, bet labouret e vuhez-pad e kevelourioù labour-douar,
ha sell arbennig Tunvezh Vloaguen-Grandjean.
Buhezet gant Laetitia Fitamant.
Ar re ruz o blev
D’an 12 a viz Genver e vez lidet ‘Kiss a Ginger Day’, un devezh gouestlet da bokañ d’an dud gant blev ruz. Perak ‘ta gouestliñ un devezh d’ar re ruz o blev ? Ar fed eo ez eus c’hoazh tud gwasket peogwir eo ruz o blev. Hannah, plac’h yaouank a Zouarnenez, Niza, maouez kozh eus Kemperle, ha Lena Louarn, bezprezidantez rannvro Breizh, ruz o blev, a ro o soñj war ‘pezh a chañj en o buhez liv o blev.