E ti an notaer. Strollet eo ar familh evit klevet lavaroù diwezhañ Job-Ronan. Ha petra ‘vo
en hêrez laosket gantañ? Lizhiri gourdrouz ouhzpenn an testamant! Ha dedenniñ a reont kalz un den dianav d’ar familh, ur mignon kozh d’an hini marv: an enseller Hencule Pour.
Category: Daoulas
Daoulas 8/8 : Diaradenn

Kaspal Naouej
Diaradenn Daoulas, petra c’hoarvezo d’ar familh Even ha d’an dud tro-dro dezho ?
Gant :
Mestr Follig : Yann Dilasser
JR Even / Doue : Bertrand Thominiaux
Viviane Even : Francine Leon
Mik-Ael Even : Ronan Herve
Lucky : Anna Le Queau
Kaspal Naouej / Steevie : Mikela Le Louedig
Olga/Chester : Katell Leon

Un arzour eo Chester. Ael ar Gouloù ! Un tamm distabil eo met ret eo ansav n’eo ket bet aes e hent. Disavet en Naoned gant Lulu, he mamm, a oa o terc’hel ostaleri e kae ar Faoz, en deus kredet a-viskoazh e oa mab ur maer brudet eus Naoned… Met Daoulas a cheñcho e vuhez hag e soñjoù da viken !
