Deomp de’i, korn ar vugale

Ar bajenn-mañ zo evidoc’h tudoù !

Bep merc’her e kavoc’h ur pennad liammet gant abadenn Deomp de’i ar sizhun : Benjamin a lako ar gaoz war ar skiant, an endro, ar gouelioù hag all, en un doare fentus hag eeun ! Videoioù, displegadennoù, liammoù ha geriaoueg ar vugale a vo ouzhpennet bep sizhun.

Un hanter eurvezh a brogrammoù evit ar re yaouank ha graet gant ar re yaouank eo Deomp dezhi ! Deoc’h eo an abadenn : skrivit pe pellgomzit deomp m’ho peus kinnigoù, evezhiadennoù, gourc’hemennoù (dreist-holl) d’ober.

yaouank1Kenlabourat a reomp gant Ya-ouank, ul lec’hienn dreist a vod videoioù ha pennadoù e brezhoneg !

Roue Leskelen / Geotenn ar Werc’hez

podkast

Roue Leskelen / Geotenn ar Werc’hez

Hiziv ‘zo tud yaouank deus Kemper asambles ganeomp en abadenn, skolajidi ha liseidi deus Brizeux ! Ar re-mañ o deus labouret start asambles gant o c’helenner Pierre-Yves Kersulec, da sevel div abadennig : koñtadenn Roue Leskelen, gant ar re c’hwec’hvet, hag un abadenn verr savet diwar Geotenn ar Werc’hez gant Jakez Riou, fardet gant re ar c’hlas diwezhan el lise.


Pellgargañ an abadenn