Efedoù ar c’horonavirus war brogramm danvez maer-ezed Kemper

E kerzh tro gentañ an dilennadegoù kêr e Kemper e oa tremenet teir listennad gwir dezho en em ginnig en eil tro. Erruet oa kostez kostez listennadoù an tu kleiz hag an tu dehou. Gant 32% deus ar mouezhioù e voe erruet danvez maerez an tu kleiz Isabelle Assih e penn an disoc’hoù. Ludovic Jolivet, maer Quimper dibaoe c’hwec’h bloaz, a oa erruet eil nebeut war he lerc’h gant 30% deus ar mouzhioù gant e listennad deus an tu dehou. Danvez dilennadez Ar Republik o Vale (LREM) a oa erruet trede gant kazi 14% deus ar mouezhioù.

Listennad Isabelle Assih

Met evel ma ouzhomp mat zo bet darvoudoù etre an div dro. Nebeut a efedoù ‘n eus bet enkadenn ar c’hroronavirus war brogramm an div listennad gentañ. Setu da gentañ ar pezh a vez lâret gant Anna-Vari Chapalan, 11vet war listennad Isabelle Assih… Kaoz a vo ivez deus ar fed ne vefe ket bet kavet emglev ebet e Kemper etre listennad an tu kleiz hag hini an ekolojisted.

Pellgargañ an abadenn

Listennad Ludovic Jolivet

Deus tu Ludovic Jolivet e vez lakaet war wel ar pezh a zo bet graet gantañ dija e kerzh an enkañ da zerc’hel yac’h an ekonomiezh. Maryse Kolin a zo 28vet war e listennad…</p>

Pellgargañ an abadenn

Atersadennoù kaset da benn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Elina Vandenbroucke, maerez nevez an Treoù

Le Télégramme/Stéphane Guihéneuf

Tost ur miz zo eo krog respet ar vaered ha maerezed dilennet e tro kentañ an dilennadegoù kêr. Gant daou viz dale o deus gwisket o skerb maer·ez neuze met kroget int ganti da vat hag e reomp tro un toullad kumunioù e Bro Gerne evit reiñ ar gaoz dezho.
Elina Vandenbroucke, maerez nevez an Treoù-Kerne, ur barrez 1600 annezad e Bro Kemperle, zo ganeomp. Goude bezañ bet eil maerez ‘pad 6 vloaz eo deuet Elina Vandenbroucke da vezañ maerez kentañ ar gumun.
Displeg a ra deomp penaos eo deuet d’ar politikerezh lec’hel.

Pellgargañ an atersadenn

Pouezh ar sevenadur war ar bolitikerien e Douarnenez

podkast

poltred gant Ouest-Frañs

Gant aktourien bed sevenadurel Douarnenez zo bet aozet un emgav braz a-raog an dilennadegoù kêr. Aozet tre eo tud ar micherioù-se kenetrezo e kêr festival ar sinema hag ar fanfaroù. Da zigarez an dilennadegoù o deus bet c’hoant e vefe emskiant pep listennad war ar renk deus ar pezh a vez gortozet deusouto.

Dileuridi deus an teir listennad war ar renk a zo tremenet dirag tud micherioù ar sevenadur neuze. Listennad Hugues Tupin, deus an tu kleiz hag ekologel ; listennad Jocelyn Poitevin, hag a zikler bezañ nag a gleiz nag a zehou ; ha listennad ar maer a vremañ, Fañch Kadig, deus strollad ar Republikaned.

Un tri-ugent den bennaket deus bed ar sevenadur a zo deuet da selaou ar respontoù d’o goulennoù.

Goulennoù hag a voe bet savet digant an danvez dilennidi gant Frederique Huet.


Pellgargañ an atersadenn

Arno Vannier, o labourat evel paotr e gamera e Douarnenez, a oa deuet er sal da glevet ar pezh o doe an danvez dilennidi da lâret deus o frogramm evit ar sevenadur e Douarnenez.


Pellgargañ an atersadenn

Atersadennoù gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, skignet d’an 11 a viz C’hwevrer 2020.