Al liorzhour

Skeudenn Anne Sophie Zika

Krouadenn gant Teatr Piba evit ar vugale
diwar The Gardener gant Mike Kenny

Addont a ra soñj d’ul den kozh, anvet Joe, deus e vugaleaj ha deus an amzer dremenet e-barzh liorzh Tonton Harry al liorzhour. Da bep cheñchamant mare-bloaz e veze kollet muioc’h-mui e vemor hag a c’herioù gant Harry. Met o kreskiñ ‘veze Joe ivez ha deskiñ a rae, tamm-ha-tamm, micher e eontr kozh. Ur wech bennak pa ‘oa erruet ar goañv e oa marvet. Harry, ha Joe a zo prest da gemer e blas.

Pellgargañ ar faltazi

Skeulioù er C’houmoul

An abadenn faltazi radio e brezhoneg, Skeulioù er C’houmoul, diwar Les Échelles de Nuages gant Dominique Paquet

Ar c’hinnig-mañ a zo graet a-drugarez d’ur c’henlabour etre meur a framm tomm ouzh ar brezhoneg : Teatr Piba, Radio Kerne, Dizale ha Kalanna. Kendrec’het omp holl eo ar c’hrouiñ a galite ur ret evit dazont hor yezh. Setu perak hon eus lakaet hor barregezhioù a-stroll evit ma c’hellfe ar raktres brav-mañ dont war-wel.

An istor
E Sina e tremen an traoù. Da noz, Zao Ming a zigor e galon d’e vignon Shen You : ne chomo ket da louediñ pelloc’h er ger. Petra zo kaoz ? Sina eo zo kaoz p’emañ o cheñch ken buan. An arc’hant eo ar mestr bremañ ha war e dud ouzhpenn pa’z int erru sklav, ne reont ket war e dro ken. Mont a ra e vignon d’e heul. Mont a raint, a dro-gaer da eur ha dizeur, betek e penn all ar bed, ganto o barroù-livañ hag o gerioù a sikouro anezho da ober un depegn eus ar bed evel ma tro ha ‘vel ma ijiner anezhañ.

Ar faltazi en he fezh

Pellgargañ ar faltazi

Skeulioù ar c’houmoul 1/6

Pellgargañ ar rann 1

Skeulioù ar c’houmoul 2/6

Pellgargañ ar rann 2

Skeulioù ar c’houmoul 3/6

Pellgargañ ar rann 3

Skeulioù ar c’houmoul 4/6

Pellgargañ ar rann 4

Skeulioù ar c’houmoul 5/6

Pellgargañ ar rann 5

Skeulioù ar c’houmoul 6/6

Pellgargañ ar rann 6

 

Ar skipailh
Ren arzel  : Thomas Cloarec
Treiñ hag azasaat  : Aziliz Bourges
C’hoari  : Léo Guillerm, Tifenn Linéatte
Krouiñ ar son hag ar sonerezh  : Guillaume Le Guern
Trouzioù  : Nadège Renard
Enrollañ ha kemmeskañ  : Gwenole Peaudecerf ha Jean Mari Ollivier

 

Maen Brest

E Brest, da vare diskar-amzer 2016, e oa bet aterset maouezed ha gwazed ganeomp. Eus Brest ne oant ket, p’o doa ranket tec’hel kuit eus o bro. O zestenioù eo, evel dielloù, a vo klevet en teulfaltazi-mañ. Hag e-kichen an dielloù e vo klevet istor ur penn-den ijinet, rak Maen Brest a zo bet skrivet a-zaou evel un oberenn faltazi ivez : un digarez oa evitomp da liammañ ar vuhez bemdez e Breizh gant danvez sebezus an testenioù a oa bet fiziet ennomp gant ar repuidi. Ar penn-den faltaziet ‘c’hallfe bezañ klevet evel un test eus e rummad, unan a zo o klask e hent en ur bed post-sarkozy, etre tourmant ar mediaoù ha gwirionez eeun un emgav den-ha-den. Gwiadiñ meur a yezh, en em gavout gant tud ha, kaeroc’h c’hoazh, ober un degemer mat dezho, ha ma vefe kement-mañ an doare aesañ da c’hounit karantez ha mignoniezh ?

Pellgargañ an abadenn

Renerezh arzel : Stéphanie Coquillon
Skrivañ : Armel Veilhan ha Stéphanie Coquillon
Treiñ hag azasaat : Aziliz Bourgès
C’hoari : Marion Gwenn
Krouiñ ar son : Marie Guérin
Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
Penn sonerezh : Karantez eus Damas, Suhaib Julian.

Trugarekaat :
Trugarez c’hoazh hag adarre, d’an dud o deus fiziet ac’hanomp gant o zestenioù.
Trugarez vras da La Quincaille, Ti Kêr Lokmikaelig, Liberté-Syrie 29, la Ligue des Droits de l’Homme Brest, Le Maquis, Cie Derezo, El Maout – Guimol Dru Band, Tristan an Nedeleg, Youn Kamm, Ewen Briant, Jil Pennec, Marie-Laure Breton, Achille Berthou.

Paotr e valizenn

Teatr Piba, Dizale & Radio Kerne a zo laouen o kinnig deoc’h Paotr e valizenn, un abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio.

En em gavout a ra daou vugel, Nafi ha Krysia, war an hent. Hag int tec’het kuit deus o bro abalamour d’ar brezel. Asambles e klaskont tizhout Europa evit mont da Londrez, an Eldorado, a soñj dezho. N’eo ket un istor gwir met heñvel eo ouzh hini ar repuidi yaouank tec’het kuit deus Bro Siri, Tchad, Tchetchenia, Afganistan, Soudan, Ukraina… er mare-mañ. Un istor hollvedel an hini eo.

Pellgargañ ar faltazi