
Riwall Kermarec

Yann Herle Gourves
Unan eus abadennoù brudetañ Radio Kerne deuet da vev en-dro a-drugarez d’ar podkastoù ! Soñj ho peus ? Yann Herle Gourves ha Riwal Kermarrec a lake ac’hanoc’h da c’hoarzhin bep pemzektez etre 2000 ha 2005. Un eurvezh fent ha mousfent gant tud pedet liesseurt da selaou en-dro amañ !
War lerc’h Cannes, an disCannes, setu ur skouer eus dañvez sotonioù skipailh Fri Lous en o 16vet abadenn. E-touez temoù all, brezhonekaat anvioù ar c’hoarieren tennis (Santoro = Kantarv, Grosjean = Yanntev), Star Wars #2 ha jedied Penn ar Bed, da (ad)selaou amañ !
Skipailh Fri Lous a ginnig deomp best of o abadennoù betek hen. Ur prantad c’hoarzadennoù da selaou amañ !
Ar Fri Lous-mañ a lako ar gaoz war ar surentez e Breizh hag ar Star Academy. Met diwallit Lors Skavenneg, Fri Domm ha Fri Style zo bet graet ostaj gant an FLDG !
