Etre ar 25 hag an 28 a viz Eost e vo dalc’het ‘ba Rostren unan deus diwezhañ festivalioù an hañv ‘ba Breizh, hag unan eus ar re dedennusañ ivez. E-pad 4 devezh e vo gouel ‘b’ar C’hreiz-Breizh, sonadegoù, festoù-noz, dañs, kan hag atalieroù, ur programm pinvidik kinniget gant Padrig Feroc ouzh mikro Laetitia Fitamant.
Category: Gouelioù an hañv 2016
Les Rias
Loc’het eo an Tro Breiz
Loc’het eo an Tro Breiz deus Kemper ar mintin mañ. Goude an oferenn eo aet 1500 pic’hirin deus Iliz Veur Sant Kaourintin war zu Kastell Paol evit an tennad e Penn ar Bed. Ar pic’hirinaj evit enoriñ ar 7 sant a Vreizh a ra berzh bep bloaz ha se dibaoe ar grenn-amzer. A-benn bloaz e vo fin d’an Tro Breiz-mañ, p’eo loc’het deus Landreger e 2011 hag e ranker ober 7 vloaz evit kas ar 600 kilometr. Katell Uguen he deus heuliet al loc’hañ ar mintin-mañ e Kemper.