Re Bell Ganti Gwener 5 a viz meurzh 2021

-A-benn an 8 a viz meurzh ‘vo lidet evel bep bloaz devezh etrevradoadel gwirioù ar merc’hed.
Er bloaz-mañ ‘vo ivez deiz-ha-bloaz ar Gumun, ar stourm sitoian bet kaset e Paris 150 bloaz zo.
An daoù dra-se zo un digarez brav da enoriñ Nathalie Le Mel, hag aozet ‘vo an abadenn-se gant Strollad Kommunour Ker Gemper.
Graet ‘vo warc’hoazh dirak an ti-kêr, plasenn Sant Kaourintin, da div eur hanter.
Nathalie Le Mel, ganet e Brest ha bet Kemperiadez n’eo ket ken anavezet hag he mignonez a stourm hag a harlu, Louise Michel, hag anat eo ma ranker klask renkañ se pa selaouer Yann Foucher kontañ deomp peseurt stourmerez ‘oa bet
-BARZHAZ: Magali Baron, eus Kuzul ar Brezhoneg, ouzh mikro Tomaz Laken, evit enoriñ Per Denez en dro-mañ.
-Roger Geñtric, paotr Pouldregad, a vo en abadenn an DON a-benn disadorn war Radio Kerne. «Ar Geñtric» e-giz vez lesañvet er vro a gonto deomp un tamm deus e vuhez. Yann mil-vicher eo bet. Evel kalz bugale eo bet o tiwall ar saout da gentañ, a-raok mont d’an Normañdi asambles gant e dad da sevel tier en-dro goude ar brezel. Masoner eo bet, ha bloaz eo bet o labourat e-barzh ur gigerez ivez, e bourc’h Pouldregad. Met d’ar c’houlz-se ne veze ket labouret tre e-giz bremañ avat .
-AN ALI LENN
Histoires de la nuit gant Laurent Mauvignier, setu ali lenn Maryse Evrin deus mediaoueg Alain Gerard e Kemper. Ur romant hir e stumm ur thriller.- Gilles Pennec a zo c’hoazh en abadenn evit komz diwar-benn e levr diwezhañ ‘Koktel ar vuhez 2’

-Keleier gant Gwenvael Delanoe

https://www.radiobreizh.bzh/medias/335/38208/e9f8a5fd8fe347783ceb0ee77493fd33/REBELL-gwener-5-03-2021-20210305.mp3

Cesaroù 2020 : sell’ a ra ouzhomp

Capture Canal +

Adèle Haenel, Aïssa Maïga, ar cesaroù 2020 : sellet a ra ouzhomp-ni holl.

Adèle Haenel ‘neus komzet uhel, n’eo ket bet klevet.
Aet eo kuit en ur huchal. Daoust hag e vo klevet ar wech-mañ ?

Daoust hag e cheñchimp holl hon emzalc’h deomp-ni ? Ha talvoudus e teuio da vezañ buhez hag anterinded ar maouezed, ar vugale, ar minorelezhioù pe e chomo pouezusoc’h aezamant ar wazed ?