Pegen tomm eo an amzer war-c’horre Merc’her ? Petra eo un asteroidenn ? Pet galaksienn a c’haller gwelet en oabl ? Pegeit zo deus an Douar d’al Loar ? Mont a raimp da veajiñ dre Garront Sant-Jakez ha pelloc’h c’hoazh bep sizhunvezh, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard, evit deskiñ sekrejoù an neñvoù !
Category: Karront Sant-Jakez
Sadorn (1/7)

Sadorn
Cheñchomp planedenn ! Ar sizhun baseet ‘oamp c’hoazh en-dro da Yaou, hiziv emaomp ‘vont da Sadorn. Honnezh eo eil planedenn vrasañ ar sistem-heol, hag anveet-mat eo gant tout an dud ‘blam d’he gwalinier. Dominique Merrien zo ‘dreñv ar mikro e-giz boaz, asambles gant Benjamin Bouard.
Yaou (6/6)

Juno ha Yaou
Tost-achu eo hor beaj en-dro da Yaou, planedenn vrasañ sistem an Heol. Dominique Merrien a zo ‘vont da safaret deomp deus Juno, ur sond a oa bet kaset da Yaou e 2011 gant an NASA. Emañ-eñ a-dreñv ar mikro asambles gant Benjamin Bouard.
Yaou (5/6)

Juno ha Yaou
Soñdoù zo bet kaset betek Yaou, met kalz neubeutoc’h evit Meurzh. Dalc’homp un disterañ bihan c’hoazh gant ar sujed-mañ, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard.