Ha setu an distro d’ar programmoù boaz evit ar radioioù ivez ! Amañ dindan, dizoloit kael ar programmoù 2020-2021 evit Radio Kerne ha Radio Naoned, ho emgavioù muiañ karet, abadennoù nevez ha kronikennoù diroll !
Category: Keleier ar radio
Sonerezh metal war-eeun digwener !
Kinniget gant Gael Helary war-eeun deus an Novomax :
NOZVEZH AL’LOAR GANN war Radio Kerne
MÖHRKVLTH | black metal | Bzh
ha
BRIEG GUERVENO | rock | Bzh
Adal’ 9e noz en Novomax ha 9e15 war Radio Kerne
Sikourit Radio Naoned
Radio Naoned, ur media e brezhoneg 100% el Liger Atlantel
C’hoar vihan Radio Kerne a vo ganet e deroù 2019.
2 c’hoprad nevez
Ur studio e Yezhoù Ha Sevenadur
Ur gael programmoù urban ha yaouank
10 000 eurvezh labour, 500 litrad kafe
50e/sizhun a abadennoù e brezhoneg e diskouarn Anna Vreizh
Azasaat al lec’h ha prenañ an dafar studio : 50 000€
Produiñ ha skignañ an abadennoù : 100 000€ bep bloaz
An aozadurioù lec’hel a sikour par ma c’hellont met ezhomm zo ivez eus skoazell ar Vretoned hag ar Bretonezed evit kas da benn ar raktres istorel-mañ.
Reiñ ur wezh pe reiñ ingal : ne vern, pep sikour a vo deuet mat !
Radio Naoned, brezhoneg er postoù el Liger-Atlantel