Evit lidañ 10 vloaz ar Redadeg he deus enrollet Morgane tud ar Redadeg, pe ‘vefe rederien ha rederezed, tud an aozañ, ar c’hehentiñ, hag all a-benn gouzout petra oa o eñvorenn souezhusañ pe fromusañ deus an darvoud meur-mañ.
Amañ Loïc.
Evit lidañ 10 vloaz ar Redadeg he deus enrollet Morgane tud ar Redadeg, pe ‘vefe rederien ha rederezed, tud an aozañ, ar c’hehentiñ, hag all a-benn gouzout petra oa o eñvorenn souezhusañ pe fromusañ deus an darvoud meur-mañ.
Amañ Loïc.
Dewi Siberil a ginnig e raktres evit reiñ sikour d’ar re ‘nefe c’hoant da zeskiñ brezhoneg ar vro, anvet eo Henchoù Treuz. Arc’hantaouet e vo al labour-mañ gant ar Redadeg, 7000 euro a vo roet dezhañ. Un atersadenn gant Benjamin Bouard deus Radio Kerne.
Peder flac’h a zo staget gant Kanevedenn : Katell Cloareg, Marion Gwenn, Maud Anelli ha Severine Valomet. Un abadenn nevez evit ar vugale an hini eo, e brezhoneg tout. Desket ‘vez d’ar re vihan merañ o sañtimañchoù, gant tri liv neuze : ruz evit an droug enno, glas evit an dristidigezh ha melen evit al levenez.
A-benn bloaz e vint prest da c’hoari an abadennoù kentañ. Evit ar mare ‘vênt o sevel ar c’hanaouennoù hag ar sonerezh c’hoazh. 6000 euro a vo graet dezho gant ar Redadeg. Un atersadenn gant Benjamin Bouard.
Fulub Kere, rener Deskiñ d’An Oadourien, a ra deomp ur c’hinnig eus o raktres kentelioù dre videoioù lakaet war internet. Anavezet eo BEV, hag argantaet ‘vo gant ar Redadeg 2018, 5000 € ‘vo roet dezho. Un atersadenn gant Laetitia Fitamant deus Radio Kerne.