Rodeier

Rodeier, un abadenn evit ober anaoudegezh gant re ar vro ha selaou anezho. Bep sizhun ‘yeomp d’en em gavout asambles gant brezhonegerien ha brezhonegerezed eus ar vro, evit dezho kontañ deomp deus o micher, deus o bro ha deus o buhez.

Ur breton yaouank e bro Mao (1/2)

podkast

Mao Zedong

Fañch Galand zo ganet en Edern, e-kichenn Brieg. Er bloavezh 1975 ‘oa graet e soñj gantañ da vont d’ar Chin da labourat. Anvet ‘oa bet e skol-uhel Nankin, evit deskiñ galleg d’un nebeud tud yaouank. Met ne oa ket aet e-unan : e wreg Renée hag o zier merc’h a oa deuet asambles gantañ ivez. A-benn neuze ‘oa c’hoazh Mao Zedong e penn ar gouarnamant, met marv ‘oa peuzfonnus goude-se, e miz-Gwengolo 1976. Komañset ‘oa ar vro da zigoriñ un tammig hag Revolusion ar c’hultur ‘oa war he fin. Daou vloaz ‘oant chomet eno a-benn ar fin, a-raok dont d’ar vro en-dro.


Pellgargañ an abadenn

Gardian ar c’hoad (1/2)

podkast

Jean-Paul Le Rol (foto : Ouest-France)

Jean-Paul Le Rol zo bet o labourat evel gardian en ONF e-pad daou-ugent vloaz. Bet eo bet Benjamin o welet anezhañ e Morgad evit kontañ deus ar cheñchamant zo bet e-barzh ar vicher, abaoe ma oa bet krouet an ONF e 1964. Ne vez ket labourat e-giz gwechall ken, met un dra all zo c’hoazh : cheñchet eo ar mod da sellet deus ar c’hoajeier er Frañs ivez.


Pellgargañ an abadenn