Devezh etrebroadel ar radioioù eo an 13 a viz C’hwevrer. War Radio Kerne ha Radio Naoned e lidomp ar radioioù en un heuliadenn abadennoù, dielloù ha krouidigezhioù nevez. Istor ar radioioù kevredigezhel, Radio Chiapas, Radio ar C’hap, 20 vloaz Radio Kerne hag ar radio e Bro Naoned, setu 5 abadenn a ro enor d’ar son ha d’ar gwagennoù.
Category: Sizhun ar radio
Sizhun ar radio – 5 – Radioioù kevredigezhel Naoned…
…o deus skignet brezhoneg !
Kalzig a radioioù kevredigezhel a zo pe a zo bet e Naoned ! Ha n’eo ket bet gortozet krouadur Radio Naoned evit skignañ brezhoneg war gwagennoù kêr Anna Vreizh.
Yves Averty ‘neus bet tro da labourat e radioioù morlaer koulz hag e radioioù kevredigezhel hag a zo bev c’hoazh an deiz a hiziv. Kontañ a ra deomp e avañturioù e Radio Libre 44, CFM 94.8, Turbulence FM, PRUN, Radio Atlantique, Radio Sud Loire, Jet FM hag Alternantes FM.
Klevet e vo ivez Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Hoel Mahé. Int a splujo en o eñvorennoù don p’o doa lusket abadenn Kazh-Gwenn e fin ar bloavezhioù 1990. Bugale skol Diwan Naoned e oant pa oa bet sevenet un heuliad abadennoù war Jet FM, asambles gant o c’helenner Jerald Ar Go.
Un abadenn lusket gant Marianne Vaidie.
Sizhun ar radio – 4 – istor Radio Kerne
E 1998 eo komañset Radio Kerne gant ar skignañ. Un tammig ouzhpenn 20 vloaz goude eo deuet ar mare da splujañ e memor an dud o deus graet hag a ra c’hoazh anezhañ.
Penaos e oa ganet ? Peseurt hunvreoù oa gant an dud o deus savet Radio Kerne ? Petra ‘vez graet bremañ gant an implijidi ?
Klevet ‘vo Hubert Donval, Manu Mehut, Jean-Yves Le Goff, Youenn Rosmorduc, Marie Crenn, Erell Beloni, Yann Erle Gourvez, Gael Helary, Laetitia FItamant, Morgane Bramoullé, Tunvezh vGloaguen ha Benjamin Bouard.
Un abadenn kinniget gant Lou Millour.
Sizhun ar radio – 3 – Radio Kap
Ur veaj e istor ar radioù libr !
Fabienne Lavigne ha Jean Moalig o deus kemeret perzh e avañtur Cap Fm staliet e Treboul ha komañset da skignañ e 1983.