Un Den Er Bed

Un den er bed, un deiz bennak, pe ur vuhez-pad, en deus graet un dra, pe meur a dra, mat, pouezhus, ret, fentus, a vez gwell brudañ…

 

Big Eddie & Little Eddie

Un ti bourc’his-tre en Hamptons, Grey Gardens, a oa troet da gabanenn dermaji gant div vaouez dibar eus familh Jackie Kennedy. Mamm ha merc’h ‘oant, ha lesanvet ‘oant ‘Big Eddie’ ha Little Eddie’. Ne gavent ket mui o flas ‘touesk o c’henseurted pinvidik-mor e New-York… Div vaouez pell mat eus ar gevredigezh, div vaouez kollet, div vaouez libr, div vrizhenn, div arzourez… daou spered digabestr ha koulskoude staget an eil ouzh egile

Pellgargañ

 

 

 

Guda & Leanezed-enlivourezed ar Grennamzer

Er Grennamzer, er manatioù, e veze staliet an eilerien hag an enliverien er scriptorium. O c’harg ‘oa ober eilennoù kaer eus ar skridoù relijiel, eus oberennoù dedennusañ an Henamzer. A vanati da vanati ez ae ar skiant hag ar sevenadur.
Moien ez eus bet da wiriañ ma veze kavet merc’hed er manatioù-se, aozet evit kopiañ ar skiant, al lennegezh, ar relijion. Met nebeut-tre a verc’hed, a vez desket deomp. Ur gont zo bet graet gant an istorianed: nebeutoc’h evit un’ dre gant eus al levrioù bet graet araok an XIIvet kantved ‘oa bet laosket etre daouarn merc’hed. Met penaos ‘ouifent resis piv neus bet eilet hag enlivet al levrioù-se? Ne oa na boaz na micher an eilerien, eilerezed, enlivourien, enlivourezed sinañ o labour

Pellgargañ