Jozef Raoul : bezañ Breton e New York e bloavezhioù 1960

podkast

An Unisphere, savet evit ar foer

Ha penaos voe bezañ breton b’an Amerik ? Domp d’ober ur veaj e New York er bloavezhioù 1960 asambles gant Jozef Raoul. A orin deus ar Sent e bro ar Faoued, ha bez eo bet o labouriñ e new York e pad 6 bloavezh. Evel kalz a vretoned d’e vare eo bet o labouriñ en tier-boued evel paotr ar selvij. Bezañ ‘n eus bet labouret da skouer e World’s Fair New York e 1964. Asambles emaomp ivez gant Andre Raoul, e vreur yaouank.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, skignet d’ar 5 a viz Ebrel 2020.

Ur familh eus Breizh war-lerc’h he huñvre amerikan…

1bee0441-44f5-ab5f-95f9-32973708fb49… a c’hellfe bezañ titl al levr kinniget deomp gant Raymond J. Jacq, amerikan, evit kontañ buhez e dud. Ganet int paour e Breizh izel, ha kuitaet o deus ar vro en o ugent vloaz da vont da gaout gwelloc’h er Stadoù-Unanet, e-giz ‘oa bet graet gant kalz Bretoned all araoke. Angèle Jacq, ur genitervez da Raymond, an hini eo a ra deomp ur c’hinnig eus al levr-mañ, skignet gant Coop Breizh.

Evit prenañ al levr