Ober hep Amazon ?

Bernez Rest

Ur c’hresk eksponantel a zo gant ar stal Amazon e bro C’hall, hag emañ stal Jeff Bezos o paouez prenan douaroù e Brieg, e kichen Kemper a-benn sevel ur greizenn degasadennoù. Rannet eo an dud e Kerne Izel war sujed Amazon. Da gompren un tammig gwelloc’h petra zo da c’hortoz deus ar stal, ha da gontañ domp penaos e vez kaset an eskemmoù etre an dilennidi lec’hel ha pennoù braz ar stal, e vo klevet un nebeut tud en abadenn-mañ, dilennidi ha stourmerien.

Uisant Kreker a zo dilennad ar muian niver nevez e kuzul kêr Kemper, bez-prezidant en karg deus an demokratelezh. Aterset eo eñ gant Erwan Blanchard.

Marc Andro a zo kuzulier kêr Kemper ivez, hag eñ bez-prezidant ar gumuniezh kumunioù en karg deus Dedenn an Tiriad ha deus al Lusk e Kerne.

Bernez Rest a oa war ul listennad enep en dilennadegoù, ul listennad ekologour kaset gant Martine Petit.

Hag e vo klevet c’hoazh tud bet vanifestiñ e Brieg a enep ar raktres.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.

 

 

 

 

 

Pellgargañ an abadenn

Jozef Raoul : bezañ Breton e New York e bloavezhioù 1960

podkast

An Unisphere, savet evit ar foer

Ha penaos voe bezañ breton b’an Amerik ? Domp d’ober ur veaj e New York er bloavezhioù 1960 asambles gant Jozef Raoul. A orin deus ar Sent e bro ar Faoued, ha bez eo bet o labouriñ e new York e pad 6 bloavezh. Evel kalz a vretoned d’e vare eo bet o labouriñ en tier-boued evel paotr ar selvij. Bezañ ‘n eus bet labouret da skouer e World’s Fair New York e 1964. Asambles emaomp ivez gant Andre Raoul, e vreur yaouank.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, skignet d’ar 5 a viz Ebrel 2020.

Hesk, kezeg, bosenn ha douar Elian #1

podkast

François Hippolyte Lalaisse (1810-1884)

Elian a zo kumun nemeti bro Melenig, Elian zo ur vro en he-unan, ur vro ha n’eo ket na ba bro C’hlazig war ar c’hornog, na ba bro an Aven war ar c’hreisteiz. Elian zo Melenig, p’eo meren liv ar vroderezh a fich an dilhad.
Dre c’hras da Jean-Michel an Naour, kuzulier kêr, ‘m eus gellet ober anaoudegezh gant daou vrezhoneger all, ha setu ni hon pevar asambles tro d’an daol asambles gant Lili Lousouarn, bet marc’hadour loened, ha Reun ‘Roue, labourer-douar war e leve.

En abadenn-mañ neuze e vo preget deus labourerezh-douar, ekonomiezh, deus ar mod ma vez dalc’het an douar b’ar vro : an dispac’h braz, bosenn Elian, hag an ekonomiezh kapitalour a ra piv zo perc’henn war an douar hiriv an deiz.
Desket vo ar mod da viret ar plouz hag ar foenn d’ar mare ma voe ket graet bolotennoù.
Desket vo ar mod da breg brezhoneg g’ar c’hezeg.
Preget vo c’hoazh deus ar briz, priz ar boued, ar briz vez paet d’al labourerien-douar. Ha neuze vo preget deus ar mod da broduiñ evit kaout ur priz mat.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, skignet d’ar 24 a viz Meurzh 2020.

Politikerezh ar c’humunioù bord ar mor

podkast

Porzh Leskon

A-benn nebeut tre bremañ e vo dalc’het an dilennadegoù kêr e bro C’hall. Un digarez eo evitomp dont en dro war an tachennoù politikel m’en eus ar c’huzul kêr ar galloud da zegas cheñchamantoù. Abadenn an Divskouarn o nijal hiriv a vo strisaet war ziv gumun, kumunioù deus bord ar mor, Pornaleg-Leskon e Bro Vigoudenn hag hini Gwaien er C’hab. Pep kumun a zo gant he ferzioù dibar, hag ar re bord ar mor na dalont ket deus ar memes kudennoù ha re an douaroù. An eil-dier, an dud o koshaat er c’humunioù bord ar mor gant an dud war o leve o tont da chom eno, ar sevel tier ha gwarez an douaroù labour-douar, a zo temoù kizidik war an aodoù. Mez ur bern sujedoù all a vo lakaet ar gaoz warno ivez.

Asambles gant :
Laurence Berr, eil-maerez en karg deus ar sevenadur ha deus glad ar mor hag ar maezioù e kumun Pornaleg-Leskon.
Gurvan Kerloc’h, dilennad en tu-enep e kumun Gwaien-an Eskivien.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, ha skignet d’an 8 a viz Meurzh 2020.