Blues ar Merc’hed

podkast

En abadenn-mañ ‘vez kaoz deus Blues ar merc’hed (disheñvel e demoù deus hini ar baotred) ha deus ar c’hanerezed Blues er bloavezhioù 1920 ha 1930 er Stadoù-Unanet. 50 bloaz goude fin ar sklaverezh eno, e komz ar Blues deus frankiz pennañ nevez an dud du : ar frankiz en o darempredoù personel ha seksel. Ar pezh a ziroudenne deus gizioù ar mare, a gomze deus karantez en un doare idealizet. Darempredoù maez-eured, ar feulster-ti, an darempredoù berrbad, an heñvelrevelezh… setu lod deus an temoù nevez a voe degaset gant Blues ar merc’hed.

Pennad-kaoz etre Morgane Bramoulle ha Metig Jakez-Vargas.

Savet eo bet an abadenn diwar ur destenn skrivet gant Angela Davis : “I used to be your Sweet Mama” tennet deus he levr Blues legacies and Black Feminism. (“Kustum e oan bezañ da vammig flour” – Herezh ar Blues hag ar Feminism du)