Mankout a ra argant evit gellet sikour mat an holl dud aet kuit eus ar skol gant gouiziegezhoù re vresk evit bezañ gouest da lenn ha da skrivañ.
Gant ar POP (Plateforme d’Orientation Professionnelle) e c’hell an dud adkavout hent ar studioù pe ur vicher all. Displegadennoù gant Marianne Vaidie, eus Douarnenez.
Titouroù pleustrek :
http://www.bretagne.fr/internet/jcms/c_15457/la-formation-continue-tout-au-long-de-la-vie
35 skol, 6 skolaj hag ul lise, sed aze ar rouedad Diwan e Breizh hag e Pariz. Berzh a ra an hentad-mañ ha koulskoude e chom broioù dilezet e lec’h n’ez eus ket tu d’ar vugale deskiñ brezhoneg er skol. E Bro ar C’hap da skouer e Penn ar Bed n’ez eus netra kinniget d’ar gerent a fell dezho lakaat o bugale da zeskiñ yezh ar vro. Ret eo mont betek Douarnenez, ar vro vigouden pe c’hoazh Kemper.
Met a-raok pell e vo tu d’ar bugaligoù splujañ e bed ar brezhoneg a-drugarez d’un toullad tud menet. En o zouez, Loeiz Guillou, paotr ar Pont, a zo sekretour kuzul skoazell Diwan Bro ar C’hap. Gantañ hag un nebeut reoù all e vo digoret ur skol vamm Diwan e Ponte Kroaz e miz Gwengolo 2015. Evel just n’eo ket graet c’hoazh, ret eo d’ar gerent rakenskrivañ o babigoù met war an hent mat emañ ar raktres.
Deus pelec’h eo deuet ar mennozh ? Petra eo bet ret dezho ober ha petra a chom c’hoazh d’ober evit digeriñ ar skol mañ ? Petra eo stad ar brezhoneg e Bro ar C’hap hag emdroadur ar yezh ? Sed aze tem an abadenn-mañ.