
poltred gant Ouest-Frañs
Gant aktourien bed sevenadurel Douarnenez zo bet aozet un emgav braz a-raog an dilennadegoù kêr. Aozet tre eo tud ar micherioù-se kenetrezo e kêr festival ar sinema hag ar fanfaroù. Da zigarez an dilennadegoù o deus bet c’hoant e vefe emskiant pep listennad war ar renk deus ar pezh a vez gortozet deusouto.
Dileuridi deus an teir listennad war ar renk a zo tremenet dirag tud micherioù ar sevenadur neuze. Listennad Hugues Tupin, deus an tu kleiz hag ekologel ; listennad Jocelyn Poitevin, hag a zikler bezañ nag a gleiz nag a zehou ; ha listennad ar maer a vremañ, Fañch Kadig, deus strollad ar Republikaned.
Un tri-ugent den bennaket deus bed ar sevenadur a zo deuet da selaou ar respontoù d’o goulennoù.
Goulennoù hag a voe bet savet digant an danvez dilennidi gant Frederique Huet.
Arno Vannier, o labourat evel paotr e gamera e Douarnenez, a oa deuet er sal da glevet ar pezh o doe an danvez dilennidi da lâret deus o frogramm evit ar sevenadur e Douarnenez.
Atersadennoù gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, skignet d’an 11 a viz C’hwevrer 2020.