Penaos eo echuet ar stourm ba Plougoñ ? Setu ar pezh a vo sujet an trede abadenn an Divskouarn o Nijal da lidañ 40 vloaz ar stourm enep ar greizenn nukleel. Graet vo anv amañ deus ar maread a zo bet adalek ar bloavezh 1980. Ma vo preget deus Fañch Mitterand a-benn neuze, mez ivez deus an diforc’h a zo etre en em gannañ ha krouiñ, mez ivez deus ar memor.
Darn kentañ an heuliad abadennoù war stourm Plougoñ !
D’an 30 a viz Genver 1980 e oa bet devet doser enklask foran kreizenn nukleel Plogoñ. Maread kreñvañ ur stourm deuet da vezañ mojennel, enep an nukleel, enep ar raktresoù braz, enep kreizenniñ an divizoù politikel e Paris. Ar bloaz-mañ neuze e lidomp 40 vloaz ur stourm deuet da vezañ mojennel.
Penaos eo deuet tud Plougoñ da vezañ trec’h deus ur gouarnamant hag e arme ? Peseurt abegoù, lies anezho, a voe gant pep hini evit nac’hañ ar pezh a voe tonket dezho ? Peseurt ijin o eus bet evit en em dennañ ? Piv voent ? Ha petra o c’hoarvezet dezho ur wezh dilezet ar raktres kreizenn ? Lod deus an dud bet bevet ar stourm o deus dalc’het soñj.
En abadenn gentañ-mañ e vo preget deus bloavezhioù kentañ ar stourm, etre 1974 ha 1979, gant pemp den bet kemeret perzh er stourm, war ur maread hir pe hiroc’h, met holl gant kement a dan enno : Yann Moalig, Fañch an Henañ, Elisabeth Kolin, Pêr-Vari Kerloc’h ha Korantin Peoc’h.
Deomp d’ar Vro Vigoudenn hiziv, deomp da Loktudi !
Gustave Jourdren a zo deuet d’ar studio. Maer Loktudi eo bet etre 1995 ha 2001 hag ezel eo eus ar gevredigezh Histoire Locale et Patrimoine de Loctudy. Setu emañ o vont da gontañ deomp istor ar gomun-mañ, eus ar Ragistor betek afer ar Bugaled Breizh.
Tunvezh ha Benjamin a zo stanket er bloavezh 1095. E kêr Clermont en deus galvet ar pab an Gristenien, abalamour dezhe da vont da zieubiñ Jerusalem diouzh krabanoù ar Seljoukided. Ar Groziadeg Gentañ eo ! Ar varc’hegien gristen a ya d’an Douar Santel ha hon daou gomper a heulio anezhe, evit kompren petra ‘zo degouezhet du-hont. Piv oa ar varbared koulskoude : ar Vusulmaned pe ar Gristenien ?
Geriaoueg an abadenn :
ar Gristenien : les Chrétiens
ar Vusulmaned : les Musulmans
ar Yuzevien : les Juifs
dic’hougañ = troc’hañ ar goûg
sichañ ur gêr : faire le siège d’une ville
ar mogerioù bras : les murailles
ur marc’heg : un chevalier
ur groaziadeg : une croisade
ar Groazourien : les Croisés
ar Babelezh : la Papauté
ur riez : une dynastie
dibrañ ar c’hezeg : seller les chevaux
strewiñ : échapper / semer quelqu’un