40 stourm Plougoñ #3

podkast

Penaos eo echuet ar stourm ba Plougoñ ? Setu ar pezh a vo sujet an trede abadenn an Divskouarn o Nijal da lidañ 40 vloaz ar stourm enep ar greizenn nukleel. Graet vo anv amañ deus ar maread a zo bet adalek ar bloavezh 1980. Ma vo preget deus Fañch Mitterand a-benn neuze, mez ivez deus an diforc’h a zo etre en em gannañ ha krouiñ, mez ivez deus ar memor.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwalgen-Grandjean

40 vloaz stourm Plougoñ #2

podkast

Manifestadeg dirag lez-varn Kemper (Garreg)

Eil darn an heuliad abadennoù war stourm Plougoñ !

40 vloaz ‘zo eo bet treusfurmet buhez ur barrez vihan beg Penn-ar-Bed.

D’an 30 a viz Genver 1980 zo bet devet doser enklask foran kreizenn nukleel Plogoñ. Gant Radio Kerne e teuvomp en dro war an istor vojenel-se, en un heuliad abadennoù an Divskouar o Nijal, asambles gant tud ar C’hab pe ar broioù tro war dro, bet o kemer perzh en darvoud. E eil darn an heuliad-mañ, e vez kontet ganto maread an enklask foran en e-unan, c’hwec’h sizhunvezh a zo bet hir, deus an 31 a viz Genver d’ar 14 a viz Meurzh 1980.

Gant : Jean Moalig, Fañch an Henañ, Elisabeth Kolin, Pêr-Vari Kerloc’h, Korantin Peoc’h, Nicole Garreg, Marie-Renée Belleg, Germaine Dreanton


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwalgen-Grandjean

40 vloaz stourm Plougoñ #1

podkast

Darn kentañ an heuliad abadennoù war stourm Plougoñ !

D’an 30 a viz Genver 1980 e oa bet devet doser enklask foran kreizenn nukleel Plogoñ. Maread kreñvañ ur stourm deuet da vezañ mojennel, enep an nukleel, enep ar raktresoù braz, enep kreizenniñ an divizoù politikel e Paris. Ar bloaz-mañ neuze e lidomp 40 vloaz ur stourm deuet da vezañ mojennel.

Penaos eo deuet tud Plougoñ da vezañ trec’h deus ur gouarnamant hag e arme ? Peseurt abegoù, lies anezho, a voe gant pep hini evit nac’hañ ar pezh a voe tonket dezho ? Peseurt ijin o eus bet evit en em dennañ ? Piv voent ? Ha petra o c’hoarvezet dezho ur wezh dilezet ar raktres kreizenn ? Lod deus an dud bet bevet ar stourm o deus dalc’het soñj.

En abadenn gentañ-mañ e vo preget deus bloavezhioù kentañ ar stourm, etre 1974 ha 1979, gant pemp den bet kemeret perzh er stourm, war ur maread hir pe hiroc’h, met holl gant kement a dan enno : Yann Moalig, Fañch an Henañ, Elisabeth Kolin, Pêr-Vari Kerloc’h ha Korantin Peoc’h.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwalgen-Grandjean