
Denez Abernot gant Alan, Onenn, Glen, Yann-Herle ha Gwenael. Poltred gant Marc Le Tissier.
E miz Mae 1977 e oa bet digoret ar c’hentañ skol Diwan gant pemp familh e kumun Lambaol, e bro Leon. Kalonek pe ziskiant e oa ar re-se, pa n’ijinent ket an hent a oa dirazo. Pêr-Vari Mallegol ha Simone Salaun a zo tud unan deus ar pemp bugel-se. Skrivet ‘n eus Pêr-Vari Mallegol ul levr, nevez ‘zo, gant e eñvorennoù deus fin ar bloavezhioù 1970 ha penn kentañ ar bloavezhoù 1980. En e levr e teu en dro war an amzerad m’eo bet eñ hag un nebeut familhoù all o stourm evit digeriñ skol Lambaol.
Skrivet eo “… Et les bretons créèrent Diwan” e stumm un deiz-levr. Kas a ra al lenner.ez war gil da un amzer ma vize klevet brezhoneg er straedoù, met ne oa skol e brezhoneg ebet.
Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean