An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
-Kristian Braz zo ouzh mikro Laëtitia evit kaozeal diwar-benn e zastumadeg danevelloù nevesañ, goude ‘Rebetiko’: ‘Kroashent-tro’.
-Bro nemeti ar c’hrampouezh eo Breizh? N’eo ket, er bed a-bezh eo meud an dud vunut, ar beizanted gounezerien edoù, berr o feadra. Met e Landevenneg ez eus bet dizouaret piligoù kozh eus ar 14vet kantved, hag int binvioù bet ijinet espres-kaer evit fardañ krampouezh.
-Ar Bed o Treiñ: Ar vicher a beizant-fonksioner
-Un ali lenn gant Per Miñs-Pegailh: Ur marc’hadour a Vontroulez gant Jakez Konan, ur standard eus al lennegezh vrezhonek
Keleier gant Erwan Blanchard
Tag: lennegezh
Bili er Mor
Annie Coz, skrivagnerez a-orin deus ar vro Vigoudenn a gomz deomp diwar-benn ‘Bili er Mor’, un dastumad danevelloù deuet dindan he fluenn hag embannet gant Skol Vreizh. Distreiñ ‘ra ivez war he bugaleaj hag he studioù.