
Ronan Hénaff (Photo : Ouest France)
Deomp da Lokorn en-dro, evit en em gavout assambles gant Ronan Hénaff ha Marie Quéau, e voereb. Ar re-mañ a zo distagellet mat o zeod ! Kalz traoù zo da zeskiñ ganto : penaos eo bet dispartiet ar parrezioù ? Peseurt iliz eo hini goshañ ar Porzhe ? Penaos en em zibrouilhe an dud e-pad ar brezel ? Peseurt leshanvioù a veze roet d’an dud ? Ha n’eo ket echu … !
Un abadenn gant Benjamin Bouard.