Direnket eo tud ar sport gant ar merc’hed hiperandrogen.
An atletourezed re uhel o feur a destosteron a vo ret dezhe kavout un diskoulm gant o medisined, a-hent all ez int e riskl da vezañ berzet da gemer perzh er c’hevezadegoù atleterezh.
Tag: merc’hed
Blues ar Merc’hed
En abadenn-mañ ‘vez kaoz deus Blues ar merc’hed (disheñvel e demoù deus hini ar baotred) ha deus ar c’hanerezed Blues er bloavezhioù 1920 ha 1930 er Stadoù-Unanet. 50 bloaz goude fin ar sklaverezh eno, e komz ar Blues deus frankiz pennañ nevez an dud du : ar frankiz en o darempredoù personel ha seksel. Ar pezh a ziroudenne deus gizioù ar mare, a gomze deus karantez en un doare idealizet. Darempredoù maez-eured, ar feulster-ti, an darempredoù berrbad, an heñvelrevelezh… setu lod deus an temoù nevez a voe degaset gant Blues ar merc’hed.
Pennad-kaoz etre Morgane Bramoulle ha Metig Jakez-Vargas.
Savet eo bet an abadenn diwar ur destenn skrivet gant Angela Davis : “I used to be your Sweet Mama” tennet deus he levr Blues legacies and Black Feminism. (“Kustum e oan bezañ da vammig flour” – Herezh ar Blues hag ar Feminism du)
“Piz-bihan ha sardin !”
Un devezh ‘kastiñ’ e Douarnenez
Kasting a oa e Douarnenez d’an 3 a viz Du : ar gompagnunezh Paritito a zo war glask teir c’homedianez evit ar pezh-c’hoari “Privezioù publik” a glevimp hiroc’h diwar e benn e tro miz Mae 2015. Evit poent ez eo dija un digarez brav da chom o kaozeal gant komedianezed liesseurt. Perak e faot dezhe c’hoari? Petra a vez degaset dezhe dre an teatr? Penaos eo en em ginnig en ur c’hasting ? Gant Géraldine, Bleuenn, Mélanie, Tifenn, Maï, Annaëlle, Nolwenn