2vn evit kompren… pegen speredek eo ar plantennoù

Gouzout a ouzomp mat hiziv an deiz eo speredek al loened : Ar marmoused a c’hell sevel binviji ha deskiñ yezh ar sinou, an olifanted o deus ur memor kabidan, gouest eo ar razhed da ziskoulmañ kudennoù hag ar gwenan a oar kontañ. Met pegen speredek eo ar plantennoù e c’hellomp en em c’houlenn ?

Pellgargañ ar gronikenn

Niverriñ al lapoused e Europa a-bezh

E-kreiz miz Genver bep bloaz e weler tud war an aodoù gant o lunedoù pellwel. Kemer a reont perzh en niveridigezh anvet Wetlands International evit al lapoused dour. Ar pal : Ar pal kompren e pelec’h e yont da c’hoañviñ ha goarez al lec’hioù-mañ ma zo ezhomm. Betek an 22 a viz Genver e c’heller sikour an evnonourien a-youl-vat pe a-vicher. Ronan Debel, eus an LPO Penn ar Bed, Lig gwareziñ al lapoused, zo bet aterset gant Morgane Bramoullé.

Tokoù-touseg ‘po ?

podkastvliegenzwam_47804209Deuet eo an diskar-amzer hag an tokoù-touseg ! Tunvezh ha Benjamin a ya d’ar c’hoadoù da zastum un nebeut deusouto. Goût a rit petra eo ar miseliom ? Ha penaos e vez gounezet skabelloù-touseg Paris ?

Geriaoueg an abadenn :

stagañ = komañs = kregiñ
patatez = avaloù-douar = pato
kaol = du chou
irvin = du navet
ach = du céléri
chounaï = chou-naved (ur chou-navedenn) : du chou-navet
tok-touseg = skabell-touseg = kabell-touseg = boued-touseg = boned-touseg = krampouz-touseg
ur baner : un panier
kontammus : vénéneux
pistrius : toxique
tachigoù : des petites taches
ar miseliom : le mycélium (korf an tog-touseg dindan an douar)
ar gorzenn = ar skod : la tige
ar gwriziennoù : les racines
ur c’harpofor : le carpophore (penn an tog-touseg)
ur sporenn : un spore (“pollen” an tokoù-touseg)
diframmañ = distrujañ = tennañ kuit
un teuzer ! = ur meuz ! : un régal !

truffe_noire_du_perigord
un drufen = une truffe

Bugale saotreet

podkastLiquid_TerragatorN’eus ket keit-se marteze ‘oac’h peget ouzh an tele, o sellet ouzh an enklask bet kaset gant ar gazetennerez Elise Lucet hag he skipailh eus ‘Cash Investigation’. Ha chomet oc’h heuget gant an holl ditouroù o deus roet deoc’h. Gouzout a ouiemp dija ma n’eo ket mui yac’h ar bed evit hor bugale abalamour d’ar gimiezh bet skuilhet warnañ. Met n’eo ket alies ma vez degaset deomp prouennoù ken krizh eus ar wirionez.