Malapascua hag efedoù drastus an douristelezh

podkast

Enez Malapascua

Malapascua a zo un enezenn e bro Filipina. Yuna Puech a zo bet o labourat eno evit ar gevredigezh “People and the Sea”, a zifenn endro ar mor ha live buhez an dud war an enezenn.

Lakaet vo ar gaoz ganomp ivez war an douristelezh hag he efedoù, ha penaos e klask “People and the Sea” mont war zu un douristelezh padusoc’h.

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean


Pellgargiñ an abadenn

Politikerezh ar c’humunioù bord ar mor

podkast

Porzh Leskon

A-benn nebeut tre bremañ e vo dalc’het an dilennadegoù kêr e bro C’hall. Un digarez eo evitomp dont en dro war an tachennoù politikel m’en eus ar c’huzul kêr ar galloud da zegas cheñchamantoù. Abadenn an Divskouarn o nijal hiriv a vo strisaet war ziv gumun, kumunioù deus bord ar mor, Pornaleg-Leskon e Bro Vigoudenn hag hini Gwaien er C’hab. Pep kumun a zo gant he ferzioù dibar, hag ar re bord ar mor na dalont ket deus ar memes kudennoù ha re an douaroù. An eil-dier, an dud o koshaat er c’humunioù bord ar mor gant an dud war o leve o tont da chom eno, ar sevel tier ha gwarez an douaroù labour-douar, a zo temoù kizidik war an aodoù. Mez ur bern sujedoù all a vo lakaet ar gaoz warno ivez.

Asambles gant :
Laurence Berr, eil-maerez en karg deus ar sevenadur ha deus glad ar mor hag ar maezioù e kumun Pornaleg-Leskon.
Gurvan Kerloc’h, dilennad en tu-enep e kumun Gwaien-an Eskivien.


Pellgargañ an abadenn

Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, ha skignet d’an 8 a viz Meurzh 2020.