
Karr-chatal
Gant un eil abadenn emaomp hiriv asambles gant paotred Eliant. Ha da lakaat ar gaoz war ar marc’had koleoù breton e Europa asambles gant Lili Lousouarn, bet marc’hadour loened. Mez preget vo ivez deus bro Melenig, deus industrializadur ar vro, pe c’hoazh deus an deskiñ yezhoù, gant Reun Roue, bet labourer douar, ha Jean-Michel an Naour, a voe kuzulier kêr Eliant betek an dilennadegoù diwezhañ.
Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean, skignet d’an 29 a viz Meurzh 2020.
An titouroù degaset ganin war ar c’henwerzh koleoù e diabarzh Europa er bloavezhioù 1990 ‘m eus kavet er pennadoù-mañ :
– THOMAS Gerard, « Les échanges agroalimentaire de 1992 ha 2002 », in Economie et Statistique n°390, 2005 ;
– DUBAN Martine ha JAULIN Ariane, Le marché unique de la viande : France Italie Espagne, Observatoire Economique et Statistique des Transports, miz Du 1988.