Emañ ar Sened o klask mestroniañ frankizoù ar skiantourien

podkast

poltred gant Katerina Holmes

Padal e oa ar Sened o studiañ al lezenn da brogrammiñ an enklask e fin miz Hezhrev, zo bet degaset un amandamant ganto hag a dremen fall e mesk an enklaskerien-ezed. Rediañ a ra an enklask skol-veuriek da embann disoc’hoù e labour deus talvoudoù ar Republik. Un doare da dreiñ an traoù hag a lak da grediñ e vez klasket mestroniañ an enklask gant ar gouarnamant. Melanie Jouitteau a zo enklaskerez hi he-unan. Bez e oa deus mikro Laetitia Fitamant daou zevezh a-raog ma vefe votet an amandamant.

Pellgargañ an atersadenn

ERMINE

Ha plijout a rafe deoc’h gouzout ma zo eus skolveuridi (istorourien, sokiologourien, yezhonourien,etnologourien…), holl lakaet en ur strollad, ERMINE, abalamour ma faot dezhe kaozeal deus ar minorelezhioù, deus Egile ? ERMINE a zo deusoutañ abaoe 2004 hag ennañ e kaver arbennigourien o studiañ an holl boblañsoù minorelaet evit broudañ an holl da empennañ, da gompren, da zifenn ivez liesseurted annezidi ar bed. Lec’hiet eo o burev e skol-veur Roazhon 2, ha pediñ a reont reoliek kenseurted deus ar bed a-bezh evit fonnusaat o gouiziegezhioù. Cédric Coplin ouzh mikro Laetitia Fitamant.

http://www.univ-rennes2.fr/crbc/ermine