Efedoù ar c’horonavirus war brogramm danvez maer-ezed Kemper

E kerzh tro gentañ an dilennadegoù kêr e Kemper e oa tremenet teir listennad gwir dezho en em ginnig en eil tro. Erruet oa kostez kostez listennadoù an tu kleiz hag an tu dehou. Gant 32% deus ar mouezhioù e voe erruet danvez maerez an tu kleiz Isabelle Assih e penn an disoc’hoù. Ludovic Jolivet, maer Quimper dibaoe c’hwec’h bloaz, a oa erruet eil nebeut war he lerc’h gant 30% deus ar mouzhioù gant e listennad deus an tu dehou. Danvez dilennadez Ar Republik o Vale (LREM) a oa erruet trede gant kazi 14% deus ar mouezhioù.

Listennad Isabelle Assih

Met evel ma ouzhomp mat zo bet darvoudoù etre an div dro. Nebeut a efedoù ‘n eus bet enkadenn ar c’hroronavirus war brogramm an div listennad gentañ. Setu da gentañ ar pezh a vez lâret gant Anna-Vari Chapalan, 11vet war listennad Isabelle Assih… Kaoz a vo ivez deus ar fed ne vefe ket bet kavet emglev ebet e Kemper etre listennad an tu kleiz hag hini an ekolojisted.

Pellgargañ an abadenn

Listennad Ludovic Jolivet

Deus tu Ludovic Jolivet e vez lakaet war wel ar pezh a zo bet graet gantañ dija e kerzh an enkañ da zerc’hel yac’h an ekonomiezh. Maryse Kolin a zo 28vet war e listennad…</p>

Pellgargañ an abadenn

Atersadennoù kaset da benn gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Habitat & Humanisme

An dud bet lakaet diaes er vuhez, dilabour, ar re n’o deus ket argant awalac’h da vont da gaout un doenn o unan penn, ar re n’int ket kemeret e karg gant servijoù an HLMoù a c’hell kaout ur skoazell talvoudus gant izili ar gevredigezh Habitat & Humanisme. En abadenn-mañ e klevimp tud hag o deus bet soñjet penaos sevel ar gevredigezh-se, peseurt kefridi kas da benn ganti, tud a youl-vat enni, hag ur vaouez yaouank bet sikouret ur pennadig evel-se.

Pellgargañ an abadenn