Cure but don’t care *

podkast“Arabat chom da straniñ, ret eo pareañ buanoc’h buanañ”. Diaes eo evit ar glañvdiourezed hag ar glañvdiourien dec’hel gant al lusk labour-se, ha muioc’h mui e tenn an doareoù labour er frammoù yec’hed da reoù an embregerezhioù. Alies mat e rank ar glañvdiourezed gwelet an dud klañv diouzh ar chadenn, ha louzaouet e vezont hep ma vefe bet tapet amzer da selaou ouzh o ezhommoù. Soazig Kervareg a zo ur glañvdiourez yaouank. En abadenn-mañ e roio deomp he sav-poent war bed ar yec’hed hag an doare ma vez graet war dro ar glañvidi. Doareoù all a zo d’ober war dro an dud klañv, evel an “Degemer diampreg” (accueil inconditionnel), ar pezh a vo displeget ganti.

Un abadenn gant Metig Jakez-Vargas

* Pareañ an dud, hep ober war o zro

Ti-bac’h an Elsau 2/2

Prizonidi e ti-bac’h an Elsau

podkastAlies mat e vez dreistpoblet an tiez hag an toulloù-bac’h. Emañ ti-bac’h an Elsau e Strasbourg e-touezh ar re-se. Tud a bep seurt a zegouezh eno, da c’hortoz bezañ barnet, pe gant kastizoù berr a walc’h. Estreget ar gwarde.ze.d, ez eus ur skipailh yec’hed evit ober war-dro tout an dud se. Yuna Moysan a zo unan deus ar re a labour eno, en SMPR (Servive Médico Psychologique Régional), evit ober sport gant ar brizoni.di.adezed o deus kleñvedoù psikologel. En taol-mañ e tisplego deomp buhez pemdez ar brizoni.di.adezed eno, ar mareoù start, kement hag ar mareoù plijus.