Tetsu Nakamura an Afgan

Tetsu Nakamura, 74 bloaz, zo bet muntret, e Afghanistan d’ar 4 a viz Kerzu, asambles gant e bemp gward. Japanaat ‘oa bet en ur vuhez kentañ, met adal ar poent ‘oa arru er vro m’en doa da zegas sikour d’an dud, ouzhpenn 40 vloaz z’o, oa troet da Afghan penn kil ha troad, betek en e voustachoù.
Tetsu Nakamura ‘oa ganet war enezenn Kyushu, e Japan. Pa oa c’hoazh medisin yaouank en doa labouret e meur a glinikenn eus e vro, met e 1984 ez a kuit d’ober ur vedisinerezh a sikour denel gant ar gevredigezh ‘Peshawar’, e Pakistan. Eno e ra war dro ur greizenn da gemer e karg an dud klañv gant al lovr. Emañ just e-tal kichen an harz gant Afghanistan. Sañset eo chom er vro e-pad pemp pe c’hwec’h vloaz met n’ez a ket kuit ken.
Pa tegouezh e Pakistan ez eo spontet gant an diouer a argant, a dafar ‘vo ret gouzañv. N’eus ken ‘met 16 gwele en e ospital bihan a-ziwar ar maez hag ez eo koulskoude kantadoù a dud a zeu davetañ.
Pa tegouezh e Pakistan e kompren ivez ma ne c’heller ket renkañ buhez an dud ken ‘met eus un tu. Da betra medisined ma ne c’hell ket an dud kaout dour aeset, bemdez?

Pellgargañ

 

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.