An Divskouarn o nijal

divskouarnpodkastMont pelloc’h gant ar c’heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Pignañ an Everest gant Lulu, enkadenn al labourerezh-douar, saotradur an aer, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned… zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard, Tunvezh Gloaguen-Grandjean, Morgane Bramoullé ha Laetitia Fitamant pe Erwan Blanchard hag Herve ar Beg (eus Arvorig FM).

Breiz Atao ?

podkast

Breiz Atao, e Roazhon

E-doug ar brezel, c’hwi oar mat, ‘zo bet tud a oa bet o stourm enep an Almañted ha lod all c’hoazh a oa bet o labourat asambles ganto. E Breizh amañ giz-mañ ‘oant bet sikouret, lakeomp, gant Bretoned ‘zo a oa nasionalisted, tud a faote dezho distagañ Breizh deus Bro-Frañs. E maner Kerriou, e Gouezeg, e-kichenn Pont-Koblant, ‘oa bet lod deuzouto. Yann ar Moulin a zo ganet e Pleiben ha soñj mat ‘neus deus ar amzer-se.

Un abadenn gant Benjamin Bouard.

Pellgargañ an abadenn

Ar brezel diwezhañ e Terrug

podkast

Bourc’h Terrug, goude ar bombardamant

Tost daou vilion a soudarded frañsez a voa bet prizonnier e Almagn e-doug ar brezel diwezhañ. Ne oant ket bet gwall eürus du-hont : lod a veze kaset da labourat war ar maez ha ne oa ket a-zroad da vont da welet e familh en-dro evel-just.

Yvonne Derrien a oa he zad prizonnier e Almagn e-pad pemp bloaz, ha ne oa ket ‘met pevar bloaz pa oa-eñ aet kuit. Hiziv neuze emañ-hi ‘vont da gontañ deomp deus ar pezh ‘noa bevet he zad da zigentañ ha goude-se ‘konto deomp deus he soñjoù deus ar brezel e Terrug, e-lec’h eo-hi ganet.


Pellgargañ an abadenn