Mont pelloc’h gant ar c’heleier, testeniañ eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mañ a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Pignañ an Everest gant Lulu, enkadenn al labourerezh-douar, saotradur an aer, dilennadegoù, beajoù ar Vretoned… zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard, Tunvezh Gloaguen-Grandjean, Morgane Bramoullé ha Laetitia Fitamant pe Erwan Blanchard hag Herve ar Beg (eus Arvorig FM).
Category: An Divskouarn o Nijal
Pevar bloaz en Aljeri

Menezioù an Atlas
Pevar bloaz ‘oa bet Ana-Vari Wloagen o chom e Tiaret en Aljeri, e menezioù an Atlas, er bloavezhioù 70. Bet ‘oa bet kaset eno evel kenoberiantez, da zeskiñ galleg d’un nebeut re yaouank. Benjamin Bouard zo bet oc’h en em gavout asambles ganti e Langoned, evit dezhi kontañ he soñjoù deomp ha lâret deomp penaos oa an traoù er vro, dek vloaz goude ma oa achu ar brezel.
Un abadenn gant Benjamin Bouard.
Bonus :
Nedeleg e Breizh-Izel

Nedeleg e Breizh (1903)
Deus Nedeleg a vo safaret deoc’h ar wech-mañ ! Daniel Jéquel zo bet o labourat e RBO e-pad bloavezhioù ha setu en deus bet digarez da glevet a-bep seurt traoù deus ar mod ma veze graet Nedeleg gwechall e Breizh-Izel. Kontañ a raio deomp penaos veze graet Nedeleg e « Belle-Ile » (er Gêrveur), pe penaos oa an oferenn da nozvezh ar Pellgent, ha kontañ a raio deomp c’hoazh e soñjoù dezhañ, pa oa-eñ yaouank. Div ganaouenn a gano deomp ivez.
Un abadenn gant Benjamin Bouard.
Pellgargañ an abadenn
Bonus :
Pellgargañ ar bonus
Yolande Tirilly, ul livourez eus ar vro

Dre ar winojennoù, levr Yolande Tirilly (Yil Edition – 2015)
Yolande Tirilly ‘noa desket peñturiñ pa oa aet war he leve un nebeut a vloavezhioù ‘zo bremañ. A-bep seurt livadennoù a ra, pe gant liv ha dour (aquarelle) pe gant peñtur-eoul (peinture à l’huile). Ul levr ‘noa embannet e 2015 memes, da ziskouezh he labour d’an dud. Benjamin Bouard a zo bet ‘n’im gavet asambles ganti e Pouldregat, e-kichenn Douarnenez. Ur bern traoù ‘neus da zeskiñ deomp !
Un abadenn gant Benjamin Bouard.