
Parlanchoù ar brezhoneg
Ur gronikenn evit kompren ha deskiñ brezhoneg ar vro !
Parlanchoù ar brezhoneg
Ur gronikenn evit kompren ha deskiñ brezhoneg ar vro !
Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn
Dalc’homp un tamm bihan c’hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg, muzik ar brezhoneg. Kaozeet ‘zo bet dija deus taol-mouezh ar brezhoneg ha deus ton ar brezhoneg, hiziv ‘vo kaoz ganeomp deus son ar frasenn. N’eo ket tre memestra ! Youenn Wloegen zo ‘vont da zisplegañ an dra-mañ deomp, asambles Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.
Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn
Dalc’homp gant fonologiezh ar brezhoneg. E brezhoneg ne vez ket morse lakaet an taol-mouezh war-c’horre ar verboù-skoazell, bezañ pe kaout, a-benn vez koñjuget anezho. An dra-se zo un digarez evidomp da gaozeal deus un dra a vez klevet stank gant ar vrezhonegerien nevez : « da lâret eo » / « da lavaret eo », un dra ha vez disklipet a-dreuz peurvuiañ, a soñj da Youenn Wloegen. Aze emañ asambles Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen en-dro adarre.
Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn
Asambles gant Youenn Wloegen emaomp adarre da safaret deus fonologiezh ar brezhoneg. E brezhoneg n’haller ket poueziñ war div gomz da heul sañset. Lakaomp, ma zo un anv hag un anv-gwan asambles ‘vo pouezet war an anv-gwan. Met bez ‘zo eksepsionoù !