Deomp dezhi

Ac’hanta bugale! Evidoc’h eo an abadenn-mañ (ar re vras a c’hell selaou anezhi ivez. Ni a oar ez eus chomet un ene bugel gant ar pep brasañ deusoutoc’h…).

Bep merc’her da 1 eur ha da 7 eur, bep sadorn da 9e30 ha bep sul da 10e e vez kinniget deoc’h, gant Morgane ha Glenn klevet bugale ha krennarded o kontañ o buhez er skol, en diavaez eus ar skol, gant o familh, o mignoned, o loened hag all…

Ur gontadenn a vez dibunet evidoc’h gant Bleuenn. Un ton nevez, keleier fresk hag ur c’hoari da c’hounit profoù zoken.

Un hanter eurvezh a brogrammoù evit ar re yaouank ha graet gant ar re yaouank eo Deomp dezhi ! Deoc’h eo an abadenn : skrivit pe pellgomzit deomp m’ho peus kinnigoù, evezhiadennoù, gourc’hemennoù (dreist-holl) d’ober.

Comments are closed.